Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm-DEMO (Implijout digoust e-pad 30 devezh)
Liamm: Pellgargañ ar stumm DEMO evel pakad MSI (evit e skignañ e rouedadoù an embregerezhioù)
Priz: 24,99 €
Savenn: Mac OS
Liamm d'an iTunes Store
Implij
Arc'hwelioù pennañ ar meziant «Dizoloer fiñvoù» eo dizoleiñ hag enrollañ fiñvoù an objedoù dirak ar gamera.
Evit kregiñ da labourat gant ar program «Dizoloer fiñvoù» e ranker kennaskañ ho kameraoù USB ouzh an urzhiataer hag o ouzhpennañ d'ar program gant ur c'hlik logodenn. Pa vez loc'het ar program e vo enaouet emgefreek an holl gameraoù ouzhpennet ha kennasket.
Goude-se e ranker dibab ur gamera ha gweredekaat ar mod dizoleiñ fiñvoù. Er mod-se e tizoloio ar program fiñv an objedoù. Tennet e vo al luc'hskeudennoù emgefreek. Algoritm ar program a zo bet gwellaet en un doare ma ne vez ket kemeret evel kemmoù ar c'hemmoù dister e skeudenn ar gamera, da skouer ar c'hemmoù abalamour d'ur brañsellat, da guzh-heol pe d'un amprevan war ar gamera, ha ma vezont dioueret. En degouezh-se ne vez tennet skeudenn ebet.
Kas dre bostel
Er mod dizoleiñ fiñvoù ez eus an dibarzh kas dre bostel. Er mod-se e kaso ar program al luc'hskeudennoù tennet d'ar postel meneget. Evit se e ranker meneg chomlec'h ar gont bostel evit kas al luc'hskeudennoù tennet. Ne vez kaset ar postelioù nemet ma vez dizoloet kemmoù gant ar c'hameraoù. Gallout a reer meneg ar prantad amzer berrañ etre daou gas postel. Gallout a reer bevenniñ an niver a bostelioù kaset.
Eilañ al luc'hskeudennoù tennet
Ma vez dizoloet ur fiñv e enroll ar program al luc'hskeudennoù tennet emgefreek. Al luc'hskeudennoù-se a c'hall bezañ eilet er golver pe treuzkaset d'ur program all. War ar reizhiad korvoiñ Windows e c'haller eilañ ar skeudennoù en ur c'havlec'h meneget gant an implijer.
Pellgas dre FTP
Gallout a rit pellgas al luc'hskeudennoù emgefreek war ur servijer, en ur reiñ roadennoù ar servijer FTP. An dibarzh-se a c'hall bezañ dedennus evit an implijerien a fell dezho sellet ouzh al luc'hskeudennoù war ar bajenn degemer war Internet.
Dibarzhioù ouzhpenn
Er mod dizoleiñ fiñvoù ez eus ur c'hemenn son hegerz, ha gallout a reer ivez termeniñ ar prantad amzer ma vez oberiant ar mod dizoleiñ fiñvoù.
Skouer implij
Ar program-mañ a zo un diskoulm dispar mar fell deoc'h evezhiañ ho lojeiz, ho ti pe ho purev hep implijout aveadurioù ker. N'hoc'h eus ezhomm nemet eus ur gamera USB eeun hag eus un urzhiataer. Ar program a skor meur a gamera war un dro, a c'hall bezañ kennasket war-eeun ouzh an urzhiataer. Gallout a rit implijout hiraerien USB evit gwellaat ar reizhiad evezhiañ (hegerz eo ar funioù betek 25m gant kreñvaerien). Implijout rannerien USB a c'hall kreskiñ an niver a borzhioù USB hegerz evit ho kameraoù.




