Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm-DEMO (Implijout digoust e-pad 30 devezh)
Liamm: Pellgargañ ar stumm DEMO evel pakad MSI (evit e skignañ e rouedadoù an embregerezhioù)
Priz: 19,99 €
Mac, iPhone, iPad
Pal ar program
Ar program «Skoazeller ar goulennoù labour» a vo ur skoazeller feal evidoc'h e-pad ar c'hlask labour. Ar program a ro an tu deoc'h da heuliañ en un doare efedus ho koulennoù labour hag ar CVoù kaset ganeoc'h d'an implijerien, da zerc'hel ur roll implijerien, ha da grouiñ buan hag aes hoc'h aelad evit e gas d'an implijerien bosupl.
Ne vo ket diaes deoc'h labourat gant ar program. Evit kregiñ n'hoc'h eus nemet ouzhpennañ ur goulenn labour nevez en ur reiñ titouroù diwar-benn ar post vak, an implijer hag an den da gaout darempred gantañ. Pa ouzhpennit ur goulenn labour, an implijer meneget a vo ouzhpennet emgefreek da roll an implijerien er program. Diwezhatoc'h, pa gasot ur goulenn labour evit ur post vak all eus an hevelep implijer, e c'hallot e zibab er roll, ken aes ha tra.
Gallout a rit ouzhpennañ ivez forzh peseurt titour diwar-benn ar goulenn labour, da skouer ar stad, pe merkañ pouez ar post vak war ur skeul a bemp poent. Ar program a ro an tu deoc'h da glask postoù war an holl ditouroù enlakaet. Gallout a rit ouzhpennañ ivez teulioù e forzh peseurt mentrezh.
Stad ar goulenn labour
Pep goulenn labour en deus ur stad liammet ouzh ul liv. Gallout a rit krouiñ ho stadoù deoc'h ha reiñ ul liv deoc'h dezho.
Ar stad merket evel stad deroù a vo implijet pa ouzhpennot ur CV nevez. Pa cheñchit ar stad e vo ouzhpennet ur merk emgefreek, evel-se e c'hallit heuliañ bepred deiziadoù cheñchamantoù ar stad.
Trevelloù
Gallout a rit ouzhpennañ trevelloù er program, a zo degasoù-soñj eus an aferioù da zont. Pep trevell a c'hall bezañ liammet ouzh ur goulenn labour. An trevelloù echu a c'hall bezañ merket evel «echu».
Aelad ha lizher kinnig
Gallout a rit krouiñ hoc'h aelad hag ul lizher kinnig evit un implijer er program.
Ar program a sav hoc'h aelad emgefreek diouzh ar maeziennoù leuniet diwar-benn lec'h ho studioù, ho labour, hoc'h anaoudegezhioù ouzhpenn, ho parregezhioù, h.a.
Ouzhpenn-se e c'hallit ouzhpennañ patromoù lizhiri kinnig er program. Arventennoù zo a zo hegerz evit ar patromoù ha gallout a reont bezañ personelaet en ur resisaat talvoud an arventenn etre arouezennoù #. En degouezh-se n'eus nemet ouzhpennañ talvoudoù ret an arventennoù ha savet e vo al lizher.
An aelad hag al lizher kinnig a c'hall bezañ moullet pe enrollet er mentrezh PDF evit o implijout diwezhatoc'h.
Arc'hwelioù ouzhpenn
Ar program en deus stadegoù klok war ar goulennoù labour hervez dezverkoù disheñvel. An holl daolennoù a vez kefluniet er program gant an implijer. Ar roadennoù a c'hall bezañ moullet, enrollet er mentrezh PDF hag ezporzhiet er mentrezh CSV.




