Merer luc'hskeudennoù

Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm diwezhañ
Liamm: Pellgargañ evel pakad MSI (evit e skignañ e rouedadoù an embregerezhioù)
Priz: digoust

Mac

Mac App Store

Tapadennoù-skramm

Digoradur

Bemdez e krouomp, e pellgargomp hag e enrollomp kantadoù a skeudennoù. Met pa vez ezhomm deomp da gavout buan ur skeudenn resis, e welomp diouzhtu ez eo un dra diaes-tre.

Ar program-mañ a zo savet evit enrollañ ho skeudennoù e stumm elektronek en un doare frammet. Ar program-mañ a zo ur skeudennaoueg gant un arc'hwel klask eeun ha buan. Ar reizhiad a skor ar mentrezhoù JPG, GIF ha PNG.

Arc'hwelioù ar program

Un perzh pouezus eus ar program eo n'eus ket ezhomm eus ur c'hennask internet evit e implijout.

Met ar pouezusañ eo pegen aes eo d'e implijout a-drugarez d'e arc'hwel klask gant meur a zezverk.

Ur perzh pouezus all eo n'eus bevenn ebet tamm ebet gant ar program war an niver a skeudennoù a c'hallit mirout. Ne vez lakaet bevenn ebet nemet gant hoc'h urzhiataer pe ho trevnad elektronek.

Labourat gant ho tielloù

Ar program a ginnig un doare eeun da aozañ ho skeudennoù dre albomoù. Pep albom a c'hall bezañ lakaet e forzh peseurt rummad, da sk. «Deiz-ha-bloaz», «Vakañsoù», h.a. Gallout a rit ouzhpennañ da bep albom un notenn gant an deiziad hag an eur ma oa bet krouet, ha gallout a rit enlakaat un deskrivadur ivez. Gallout a rit ivez merkañ un albom evel «muiañ-karet».

Labourat gant ho skeudennoù

Ur skeudenn ouzhpennet er program a c'hall bezañ dielloniet e forzh peseurt rummad, evel «Gweledvaoù», «Poltredoù», ha kement zo. Gallout a rit ouzhpennañ un deskrivadur evit ho sikour da zerc'hel soñj eus munudoù bihan met pouezus. Gallout a rit reiñ ur briziadenn d'ar skeudenn pe he merkañ evel «muiañ-karet».

Gallout a rit sellet ouzh ho skeudennoù gant ul lenner luc'hskeudennoù aes ha personelaet penn-da-benn.

Gallout a rit ivez lakaat tikedennoù d'ho skeudennoù evit buanaat ho klaskoù.

Klask aes

Gallout a rit klask skeudennoù gant meur a arventenn, evel: anv, deiziad, rummad, tikedenn. Gallout a rit dibab forzh peseurt skeudenn «muiañ-karet», pe dibab ar skeudennoù gant un notenn resis hepken.

Ar c'hlask a c'hall bezañ graet en ho skeudennaoueg a-bezh, pe e-barzh un nebeud albomoù hepken.

Dreist-holl e ro ar program an tu deoc'h da glask an dud anavezet emgefreek war ho skeudennoù.

Arc'hwel eilenn gwarez

Evit dielloniñ ho roadennoù en un doare sur ez eus gant ar program un arc'hwel eilenn gwarez. Gallout a rit bepred treuzkas ho roadennoù eus hoc'h urzhiataer d'un trevnad all, ha goude-se, mar bez ezhomm, enporzhiañ en-dro ho restroù er program.