Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm-DEMO (Implijout digoust e-pad 30 devezh)
Priz: 19,99 €
Savenn: Mac OS
Liamm: dihegerz evit ar mare
Implij
Ar program a ro an tu d'an implijerien da verañ o dispignoù. An dispignoù a c'hall bezañ rummet hag isrummet hervez termenadurioù an implijerien.
Arc'hwelioù ouzhpenn ar program
Ar program a ro an tu da heuliañ stad paeamant an dispignoù.
Er program e c'hall an implijerien derc'hel roll ar bourvezerien hag ar produioù. Gallout a reer ouzhpennañ produioù gant ar barrennkod.
Merañ an taolennoù
An holl daolennoù er program a c'hall bezañ personelaet aes ha diouzhtu gant an implijer - gallout a rit termeniñ peseurt bannoù a vo diskouezet, o urzh, o ledander, ha dibab ivez penaos e vo rummet endalc'had an daolenn.
An holl daolennoù a c'hall bezañ ezporzhiet er mentrezh CSV, moullet pe enrollet evel restr PDF.
Stadegoù
Ar program a bourchas stadegoù munut war holl berzhioù an dispignoù hag ar bourvezerien e stumm grafikoù, tresadoù ha taolennoù. War un dro e vez enrollet an arventennoù stadegoù dibabet ganeoc'h hag adwelet e vint pa zigorot ar program en-dro.
Mod lies-implijer ar program
Ar program-mañ a skor anaoudadur an implijerien. Pep implijer en deus e anv kevreañ hag e c'her-tremen dezhañ. An holl gemmoù graet war ar roadennoù a vez enrollet emgefreek gant ar program. Gallout a ra ar program diskouez peseurt implijer en deus ouzhpennet pe kemmet ar roadennoù. Enrollet e vez deiziad hag eur ar c'hemmoù, hag an titouroù klok diwar-benn ar pezh a zo bet kemmet.
Ar program a c'hall labourat gant an diaz roadennoù lec'hel, pe gant un diaz roadennoù kreiz MySql. En eil degouezh e c'hall meur a implijer labourat gant ar program war un dro. Pa vez kemmet un objed gant un implijer, ne c'hall an implijerien all nemet e lenn.
Gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù
Diazezet eo ar program war ar parzh Temia Business Template (Java), a zo bet diorroet ganeomp hag a warant ma'z a ar program en-dro en un doare fizius, hag a ro an tu da azasaat ar program buan hervez ezhommoù an implijerien hep koust bras. Mar mont a rit e darempred ganeomp e vimp laouen da reiñ deoc'h ur briziadenn evit gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù.




