Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm-DEMO (Implijout digoust e-pad 30 devezh)
Priz: 39,99 €
Savenn: Mac OS
Liamm: dihegerz evit ar mare
Implij
Ur program eeun-tre hag aes da implijout eo evit krouiñ ha kas da benn amprouennoù ha dielfennañ disoc'hoù an amprouennoù.
Penaos ez a en-dro
An implijer gant ar rol «Merour» a grou ar «C'hatalog trevelloù». Pep katalog trevelloù a zo un doare marilh amprouennoù. Ar merour a c'hall ouzhpennañ goulennoù amprouiñ er c'hatalog trevelloù.
Pa vez ouzhpennet goulennoù er c'hatalog trevelloù e ranker resisaat seurt ar respont hag ouzhpennañ respontoù reizh ha faziek. Ar goulennoù a c'hall bezañ enporzhiet ivez eus ur restr testenn er mentrezh CSV.
Ur wech savet ar c'hatalog trevelloù e c'hallit krouiñ un amprouenn gant goulennoù. Evit se e rankit mont en ivinell «An holl amprouennoù» ha digeriñ ar voestad emziviz evit ouzhpennañ amprouennoù nevez. Eno e rankit resisaat ar c'hatalog trevelloù dre ziouer (ma vo tennet ar goulennoù diouti) ha roll an arnodidi, an implijerien a dremeno an amprouenn. Evit pep arnodad meneget e vo krouet un amprouenn.
Kerkent ha ma vez savet an amprouennoù e c'hallont bezañ embannet ha dont da vezañ hegerz evit an arnodidi. An arnodidi a c'hall digeriñ o amprouennoù ha respont d'ar goulennoù, ha goude-se e rankint echuiñ an amprouenn.
Ur wech echu an amprouenn e c'hall ar merour he gwiriañ. Ma'z eus goulennoù gant respont dieub en amprouenn e c'hall ar merour merkañ hag-eñ eo reizh ar respontoù. Ar merour a c'hall ivez lezel evezhiadennoù, evit pep trevell pe evit an amprouenn a-bezh.
Ur wech gwiriet an amprouennoù e c'hall an arnodidi gwelet an disoc'hoù.
Trevelloù an amprouennoù
Ar program a ro an tu deoc'h da grouiñ un niver diharz a drevelloù. Pep trevell a c'hall kaout:
- ur «seurt» (termenet gant an implijer),
- un «diaesder» (war ur skeul a 10 poent),
- ur «pouez» (ma'z eo reizh ur respont en un doare darnek, e c'haller meneg betek pe live e oa reizh, da skouer, 0.5 eus 1.0).
An trevell a endalc'h ivez testenn ur goulenn ha seurt ar respontoù.
Seurtoù respontoù
Ar program a ginnig ar seurtoù respontoù da-heul:
- respont gant un dibab hepken;
- respont gant meur a zibab;
- respont testenn;
- niver;
- respont dieub (en degouezh-se e vo priziet reizhder ar respont gant un den).
Enporzhiañ goulennoù amprouiñ
Ma'z eus goulennoù prest ganeoc'h evit an amprouennoù e c'hallit o enporzhiañ er program. Ar restr da enporzhiañ a rank bezañ er mentrezh CSV.
Strategiezhioù amprouiñ
Ar program a ro an tu da implijout doareoù disheñvel evit krouiñ amprouennoù. Da skouer, gallout a rit ouzhpennañ an holl drevelloù eus ar c'hatalog trevelloù pe implijout ur strategiezh resis evit krouiñ an amprouenn. Da skouer, gallout a rit sevel un termenadur pazenn-ha-pazenn gant an dezverkoù evit ouzhpennañ goulennoù. En degouezh-se e c'haller krouiñ amprouennoù gant goulennoù disheñvel evit arnodidi disheñvel.
Stadegoù an amprouennoù
Ar program a ginnig stadegoù a bep seurt. Gallout a ra an implijer gwelet an niver a amprouennoù echuet evit prantadoù disheñvel. Ma roit niverenn ar goulenn e c'hallit gwelet peseurt notennoù a zo bet roet d'ar goulenn-se e-pad ur prantad amzer resis.
Mod lies-implijer ar program
Ar program-mañ a skor anaoudadur an implijerien. Pep implijer en deus e anv kevreañ hag e c'her-tremen dezhañ. An holl gemmoù graet war ar roadennoù a vez enrollet emgefreek gant ar program. Gallout a ra ar program diskouez peseurt implijer en deus ouzhpennet pe kemmet ar roadennoù. Enrollet e vez deiziad hag eur ar c'hemmoù, hag an titouroù klok diwar-benn ar pezh a zo bet kemmet.
Ar program a c'hall labourat gant an diaz roadennoù lec'hel, pe gant un diaz roadennoù kreiz MySql. En eil degouezh e c'hall meur a implijer labourat gant ar program war un dro. Pa vez kemmet un objed gant un implijer, ne c'hall an implijerien all nemet e lenn.
Gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù
Diazezet eo ar program war ar parzh Temia Business Template (Java), a zo bet diorroet ganeomp hag a warant ma'z a ar program en-dro en un doare fizius, hag a ro an tu da azasaat ar program buan hervez ezhommoù an implijerien hep koust bras. Mar mont a rit e darempred ganeomp e vimp laouen da reiñ deoc'h ur briziadenn evit gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù.




