Merer an dastumadoù

Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm-DEMO (Implijout digoust e-pad 30 devezh)
Priz: 19,99 €



Savenn: Mac OS
Liamm: dihegerz evit ar mare

Tapadennoù-skramm

Implij

Savet eo ar program evit kontañ ul levraoueg. Gallout a ra talvezout evit forzh peseurt traoù, evel levrioù, CDoù, pezhioù moneiz, timbroù ha kement zo. Seurt an dra (levr, pezh moneiz, h.a.) a c'hall bezañ termenet gant an implijer.

Labourat gant an traoù renablet

Hervez seurt an dra e c'haller ouzhpennañ titouroù disheñvel diwar e benn. Pep tra a c'hall bezañ lakaet en ur rummad hag en un isrummad (a c'hall bezañ termenet gant an implijer). Ma'z eus un aozer d'an dra e c'hall an implijer meneg anezhañ. Neuze, pa vo digoret ivinell an aozerien ha dibabet unan anezho, e vo diskouezet d'an implijer roll an traoù gant an aozer-se. Ouzhpenn an aozer e c'hallit ouzhpennañ tud all, en ur resisaat o roll e-keñver an dra. Gallout a ra an implijer termeniñ ur roll eus ar rolloù posupl. En hevelep doare e c'hall an holl draoù liammet ouzh un den resis bezañ diskouezet en ur roll a-ziforc'h.

Ouzhpenn ar roadennoù hollek e ro ar program an tu da enrollañ kalz perzhioù eus an traoù, da skouer an ISBN, an ti-embann, ar mentoù, ar mentrezhoù, roadennoù marc'hata, hag e kinnig maeziennoù ouzhpenn.

Feurmiñ

Ar program a ro an tu d'an implijerien da heuliañ an traoù «feurmet». Evit se e tle an implijerien derc'hel roll ar pratikoù, en ur resisaat stad an dra feurmet, deiziadoù ar feurmiñ hag an deiziadoù distreiñ raktreset ha gwir.

Enrollañ lec'h stokañ ho traoù

Ar program a ro an tu ivez da lakaat an traoù e lec'hioù resis, en o zouez savadur, kambr, armel ha estajerenn. Goude bezañ dibabet ul lec'h e c'hall an implijer gwelet roll an holl draoù miret el lec'h-se.

Merañ an taolennoù

An holl daolennoù er program a c'hall bezañ personelaet aes ha diouzhtu gant an implijer - gallout a rit termeniñ peseurt bannoù a vo diskouezet, o urzh, o ledander, ha dibab ivez penaos e vo rummet endalc'had an daolenn.

An holl daolennoù a c'hall bezañ ezporzhiet er mentrezh CSV, moullet pe enrollet evel restr PDF.

Mod lies-implijer ar program

Ar program-mañ a skor anaoudadur an implijerien. Pep implijer en deus e anv kevreañ hag e c'her-tremen dezhañ. An holl gemmoù graet war ar roadennoù a vez enrollet emgefreek gant ar program. Gallout a ra ar program diskouez peseurt implijer en deus ouzhpennet pe kemmet ar roadennoù. Enrollet e vez deiziad hag eur ar c'hemmoù, hag an titouroù klok diwar-benn ar pezh a zo bet kemmet.

Ar program a c'hall labourat gant an diaz roadennoù lec'hel, pe gant un diaz roadennoù kreiz MySql. En eil degouezh e c'hall meur a implijer labourat gant ar program war un dro. Pa vez kemmet un objed gant un implijer, ne c'hall an implijerien all nemet e lenn.

Gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù

Diazezet eo ar program war ar parzh Temia Business Template (Java), a zo bet diorroet ganeomp hag a warant ma'z a ar program en-dro en un doare fizius, hag a ro an tu da azasaat ar program buan hervez ezhommoù an implijerien hep koust bras. Mar mont a rit e darempred ganeomp e vimp laouen da reiñ deoc'h ur briziadenn evit gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù.