Rekipeoù

Digoust penn-da-benn eo ar program – evit Windows, Mac, iPhone, iPad hag Android.

Windows

Pellgargañ ar stumm diwezhañ

Pellgargañ evel pakad MSI (evit e skignañ e rouedadoù an embregerezhioù)

Mac, iPhone, iPad

Mac App Store App Store evit iPhone hag iPad

Android

Google Play evit Android (nevez: stumm 3.0) Pellgargañ an APK war-eeun

Arload Android: ar memes rekipeoù hag war an urzhiataer – gant luc'hskeudennoù pazenn-ha-pazenn, klask dre gevrennoù, ho rekipeoù deoc'h hag evezhiadennoù. Digoust, bruderezh ebet, enskrivadur ebet.

Tapadennoù-skramm ar pellgomzer

Android 1 Android 2 Android 3 Android 4

Deskrivadur ar program

Ar meziant «Rekipeoù» a zo ul levr-keginerezh elektronek, gant un niver diharz a bajennoù. Savet eo ar program evit derc'hel un diaz roadennoù rekipeoù evit aozañ forzh peseurt boued. Bemdez e vez leuniet ar program gant rekipeoù hor pratikoù hag e endalc'h rekipeoù evit pep degouezh.

Rekipe

Un hevelep stil a zo d'an holl rekipeoù, ar pezh a aesa kompren an doare da geginañ.

Pep rekipe en deus un deskrivadur, ur roll kevrennoù, ul live diaesder, ur rummad boued, un doare keginañ, un amzer geginañ hag ar c'halorioù. Ouzhpenn-se aozer ar meuz, hag evezhiadennoù an aozer ha priziadenn ar meuz.

Lodenn bouezusañ ar program eo ez eus ret-mat luc'hskeudennoù eus ar meuz prest, hag eus pazennoù e aozadur. Pep pazenn geginañ he deus un niverenn, ul luc'hskeudenn, ar c'hevrennoù implijet er bazenn-se hag un deskrivadur.

Evit ma vefe aesoc'h deoc'h e c'hall ment pazennoù ar rekipe diskouezet bezañ termenet gant an implijer. Evel-se e c'hall an holl bazennoù eus ur rekipe bezañ diskouezet war ar skramm war un dro. Ouzhpenn-se e c'hall pep rekipe bezañ digoret en ur prenestr a-ziforc'h.

Arc'hwelioù ar program

Er program e c'haller klask rekipeoù diouzh an arventennoù termenet (rummad boued, doare keginañ, amzer geginañ, niver a galorioù, titl, produ dibabet). Ur perzh pouezus eo an tu da glask rekipeoù diouzh ar produioù a zo ganeoc'h!

Pep rekipe, gant un deskrivadur pazenn-ha-pazenn eus an aozadur, a c'hall bezañ digoret evel restr PDF, ha moullet ivez.

Bezit aozer ur rekipe

Skrivit ho rekipeoù deoc'h. Evit se e rankit skrivañ ho rekipe er program, ha goude-se e bellgas en diaz roadennoù ar program. Evel-se e teuio ho rekipe war wel e rummad ar rekipeoù nevez hag e vo gwelet gant pep implijer eus ar program. Meneget e viot evel aozer ar rekipe. An titouroù diwar-benn ac'hanoc'h ho peus roet er bazenn gentañ, en ur wiriañ hoc'h aelad, a vo gwelet ivez.