Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm-DEMO (Implijout digoust e-pad 30 devezh)
Priz: 39,99 €
Savenn: Mac OS
Liamm: dihegerz evit ar mare
Implij
Ar program a ro an tu deoc'h da heuliañ an amzer labour. Ouzhpennañ a rit an eurvezhioù labour er program. En degouezh-se e tle an eurvezhioù bezañ liammet ouzh ur raktres resis (kont amzer labour).
Termeniñ ar raktresoù
Ar raktresoù a c'hall bezañ rummet hag ar rummadoù a c'hall bezañ dibabet gant an implijer. Ar raktresoù a c'hall kaout bevennoù amzer, da skouer: deiziad, eurvezhioù labour, eurvezhioù beaj. Gallout a rit resisaat ivez priz un eurvezh labour (feur boutin, er raktres, a-bell), ha priz an amzer veaj (amzer veaj). Diwar ar roadennoù-se e c'hall ar program sevel fakturennoù.
Gallout a rit reiñ mont-tre d'ar raktresoù d'an holl implijerien pe da implijerien zo hepken.
Pa ouzhpennit amzer labour er program e rankit resisaat an eurvezhioù labour ouzhpenn ar raktres (kont amzer labour). Graet e c'hall bezañ war-eeun en ur reiñ un niver, pe en ur reiñ deroù ha fin an devezh labour ha padelezh ehan merenn. Jedet e vo an eurvezhioù labour emgefreek.
Arc'hwelioù ouzhpenn ar program
Lakaat a rit an eurvezhioù labour er program hag ar program a ziskouez deoc'h rolloù sammad an eurvezhioù evit ur prantad amzer resis.
Ar program a ro an tu deoc'h da resisaat deiziad fin an eurvezhioù labour «Deiziad fin an eurvezhioù labour». Evel-se ne c'hall ket an holl roadennoù betek an deiziad-se bezañ kemmet ken.
Gallout a rit dibab unan eus daou rol evit labourat gant ar program — ar rol boutin hag ar rol «kontroll». Ar rol boutin a ro an tu deoc'h da ouzhpennañ amzer labour ha deiziad fin an eurvezhioù labour. Ar rol kontroll a ro an tu deoc'h da sellet ouzh eurvezhioù labour an holl implijidi, da sevel fakturennoù, hag ivez da ouzhpennañ ha da gemmañ raktresoù.
Merañ an taolennoù
An holl daolennoù er program a c'hall bezañ personelaet aes ha diouzhtu gant an implijer - gallout a rit termeniñ peseurt bannoù a vo diskouezet, o urzh, o ledander, ha dibab ivez penaos e vo rummet endalc'had an daolenn.
An holl daolennoù a c'hall bezañ ezporzhiet er mentrezh CSV, moullet pe enrollet evel restr PDF.
Mod lies-implijer ar program
Ar program-mañ a skor anaoudadur an implijerien. Pep implijer en deus e anv kevreañ hag e c'her-tremen dezhañ. An holl gemmoù graet war ar roadennoù a vez enrollet emgefreek gant ar program. Gallout a ra ar program diskouez peseurt implijer en deus ouzhpennet pe kemmet ar roadennoù. Enrollet e vez deiziad hag eur ar c'hemmoù, hag an titouroù klok diwar-benn ar pezh a zo bet kemmet.
Ar program a c'hall labourat gant an diaz roadennoù lec'hel, pe gant un diaz roadennoù kreiz MySql. En eil degouezh e c'hall meur a implijer labourat gant ar program war un dro. Pa vez kemmet un objed gant un implijer, ne c'hall an implijerien all nemet e lenn.
Gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù
Diazezet eo ar program war ar parzh Temia Business Template (Java), a zo bet diorroet ganeomp hag a warant ma'z a ar program en-dro en un doare fizius, hag a ro an tu da azasaat ar program buan hervez ezhommoù an implijerien hep koust bras. Mar mont a rit e darempred ganeomp e vimp laouen da reiñ deoc'h ur briziadenn evit gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù.




