Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm-DEMO (Implijout digoust e-pad 30 devezh)
Liamm: Pellgargañ ar stumm DEMO evel pakad MSI (evit e skignañ e rouedadoù an embregerezhioù)
Priz: 39,99 €
Mac, iPhone, iPad
Deskrivadur
Ar program «Skoazeller ar prenadennoù» a zo savet evit emgefreekaat kontouriezh ho prenadennoù. Gallout a rit implijout ar meziant evit hoc'h embregerezh kenkoulz hag evidoc'h hoc'h-unan. Dedennus-tre eo evit an dud a bren alies, o deus kalz pennadoù disheñvel da brenañ hag a labour gant un niver bras a bourvezerien.
Er meziant e c'hallit ouzhpennañ prenadennoù aes. Pep prenadenn he deus maeziennoù evel: stad, kanol urzhiañ, seurt, h.a. Ur brenadenn a endalc'h titouroù munut diwar-benn ar pourvezer hag an den da gaout darempred gantañ e-touez ar pourvezer, hag ivez kalz titouroù ouzhpenn, evel, da skouer, an doare paeañ, an doare degas, an distaol.
Pa ouzhpennit pennadoù urzhiadenn e vo enrollet emgefreek priz ur pennad e katalog prizioù ar pourvezer dibabet. Ar meziant a ro an tu da geñveriañ en un doare gwevn prizioù pourvezerien disheñvel. Prizioù ar bourvezerien a c'hall bezañ enrollet war-eeun e katalog ar prizioù, hep tremen dre ar prenadennoù, ha gallout a reont bezañ dilamet pe kemmet forzh pegoulz.
Pennadoù
Ar meziant a c'hall mirout titouroù munut diwar-benn ar pennadoù. Rannet e vez ar pennadoù e rummadoù hag e isrummadoù. Evit forzh peseurt pennad dibabet e c'hallit gwelet an holl brenadennoù ma'z emañ, an holl bourvezerien hag o frizioù.
Pourvezerien
Gallout a rit enlakaat er meziant titouroù munut diwar-benn ar bourvezerien, o chomlec'hioù hag an dud da gaout darempred ganto. Gallout a rit ouzhpennañ an doareoù degas ha paeañ kinniget gant ur pourvezer, hag ivez an distaolioù hegerz. Ar reizhiad a ro an tu da ouzhpennañ teulioù. Skoret e vez ar restroù e forzh peseurt mentrezh ha gallout a reont bezañ ouzhpennet er meziant gant an arc'hwel Drag And Drop. An titouroù diwar-benn ur pourvezer (evel re ar pennadoù) a c'hall bezañ ouzhpennet war-eeun pa vez krouet un urzhiadenn.
Implij ar prenadennoù
Ar meziant a ro an tu da heuliañ implij ar pennadoù prenet, evel-se pa brenot en-dro e c'hallot derc'hel kont eus perzhded ar pennadoù prenet. En ivinell «Implijet dija» e vez diskouezet anvioù an implijoù. Da bep implij e c'haller ouzhpennañ ar pennadoù prenet eus an urzhiadenn. Pa vez dibabet un implij e vez diskouezet ar pennadoù a sell outañ gant ur briziadenn (eus 1 da 5) hag un evezhiadenn. An ivinell «N'int ket implijet» a ziskouez an holl bennadoù n'eo ket bet termenet o implij evit c'hoazh.
Stadegoù munut
Ar meziant a ro an tu da sellet ouzh stadegoù munut eus hoc'h holl urzhiadennoù evit forzh peseurt prantad amzer. Gallout a reer ivez implijout ur sil klask gant forzh peseurt dezverk. Evel-se e c'haller ober un dielfennadur munut eus an holl varc'hadourezh prenet hag urzhiet digant ur pourvezer resis, gant sammad an holl arc'hant dispignet. Ur grafik a zo hegerz ivez er meziant a c'hall diskouez emdroadur an niver a brenadennoù, a bennadoù, a bourvezerien hag a bennadoù urzhiadenn e-pad ur prantad amzer a fell deoc'h.
Arc'hwelioù ouzhpenn
Ar meziant en deus un arc'hwel enframmet evit enporzhiañ prenadennoù, pennadoù ha pourvezerien eus ur restr er mentrezh CSV. Hegerz eo ivez an arc'hwel eilenn gwarez evit ar roadennoù. An holl daolennoù er meziant a c'hall bezañ azasaet aes hervez ezhommoù resis an implijerien. An holl varilhoù, rolloù, taolennoù ha grafikoù a c'hall bezañ moullet, ezporzhiet en ur restr er mentrezh CSV hag enrollet e PDF.




