Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm-DEMO (Implijout digoust e-pad 30 devezh)
Priz: 24,99 €
Savenn: Mac OS
Liamm: dihegerz evit ar mare
Implij
Ar program a ro an tu da aozañ merañ trevelloù a bep seurt. An implijidi a c'hall krouiñ trevelloù ha treuzkas anezho d'implijidi all evit ma vint pledet ganto. Gallout a reer ivez ouzhpennañ evezhiadennoù ha cheñch stad an trevelloù.
Labourat gant an trevelloù
Gallout a rit resisaat ouzhpenn ur pratik evit pep trevell. Miret e vez ar pratikoù en ur roll a-ziforc'h. Pa vez dibabet ur pratik er roll e tiskouez ar program an holl drevelloù ma'z eo termenet ar pratik-se.
Pep trevell a c'hall bezañ rummet - gant ur rummad hag un isrummad. Ar rummadoù hag an isrummadoù a c'hall bezañ termenet en un doare gwevn gant implijerien ar program o-unan.
Arc'hwelioù ouzhpenn ar program
Ar program a ro an tu deoc'h da ouzhpennañ perzhioù ouzhpenn hervez ar rummad hag an isrummad dibabet, ar pezh a ra anezhañ gwevn-tre da implijout. Da skouer, en ur grouiñ hag en ur zibab en arventennoù ar program ur rummad trevelloù nevez «dresañ kirri», e c'hallit ouzhpennañ ur perzh ouzhpenn «seurt keflusker», resisaat seurt ar perzh «roll» hag ouzhpennañ d'ar roll div dalvoudenn «diesel» hag «esañs». Goullo e vo roll ar perzhioù ouzhpenn diskouezet pa ouzhpennot neuze un trevell nevez; pa zibabot ar rummad «dresañ kirri», ur vaezienn ouzhpenn «seurt keflusker» a zeuio war wel emgefreek gant daou zibab hegerz.
Merañ an taolennoù
An holl daolennoù er program a c'hall bezañ personelaet aes ha diouzhtu gant an implijer - gallout a rit termeniñ peseurt bannoù a vo diskouezet, o urzh, o ledander, ha dibab ivez penaos e vo rummet endalc'had an daolenn.
An holl daolennoù a c'hall bezañ ezporzhiet er mentrezh CSV, moullet pe enrollet evel restr PDF.
Mod lies-implijer ar program
Ar program-mañ a skor anaoudadur an implijerien. Pep implijer en deus e anv kevreañ hag e c'her-tremen dezhañ. An holl gemmoù graet war ar roadennoù a vez enrollet emgefreek gant ar program. Gallout a ra ar program diskouez peseurt implijer en deus ouzhpennet pe kemmet ar roadennoù. Enrollet e vez deiziad hag eur ar c'hemmoù, hag an titouroù klok diwar-benn ar pezh a zo bet kemmet.
Ar program a c'hall labourat gant an diaz roadennoù lec'hel, pe gant un diaz roadennoù kreiz MySql. En eil degouezh e c'hall meur a implijer labourat gant ar program war un dro. Pa vez kemmet un objed gant un implijer, ne c'hall an implijerien all nemet e lenn.
Gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù
Diazezet eo ar program war ar parzh Temia Business Template (Java), a zo bet diorroet ganeomp hag a warant ma'z a ar program en-dro en un doare fizius, hag a ro an tu da azasaat ar program buan hervez ezhommoù an implijerien hep koust bras. Mar mont a rit e darempred ganeomp e vimp laouen da reiñ deoc'h ur briziadenn evit gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù.




