Savenn: Windows
Liamm: Pellgargañ ar stumm-DEMO (Implijout digoust e-pad 30 devezh)
Priz: 19,99 €
Savenn: Mac OS
Liamm: dihegerz evit ar mare
Implij
Ar program a sikouro ac'hanoc'h da heuliañ ho pratikoù. Gallout a rit enlakaat titouroù a bep seurt evit pep pratik, evel ar roadennoù personel, chomlec'hioù ar pratik, an titouroù darempred hag an titouroù bank. Maeziennoù a zo ivez er program evit ouzhpennañ titouroù all.
Krouiñ teulioù
Ar program a aesaio al labour pemdeziek evit krouiñ fakturennoù hag o heuliañ. Gallout a rit ivez krouiñ forzh peseurt teul. Rizhioù teulioù zo a zo termenet dija er program, da skouer: kinnig, kadarnadur urzhiadenn, adc'halv, h.a. En arventennoù ar program e c'hallit ouzhpennañ ho teulioù HTML deoc'h evit o diskouez.
An holl fakturennoù hag an holl deulioù a c'hall bezañ enrollet er mentrezh PDF ha moullet.
Merañ an taolennoù
An holl daolennoù er program a c'hall bezañ personelaet aes ha diouzhtu gant an implijer - gallout a rit termeniñ peseurt bannoù a vo diskouezet, o urzh, o ledander, ha dibab ivez penaos e vo rummet endalc'had an daolenn.
An holl daolennoù a c'hall bezañ ezporzhiet er mentrezh CSV, moullet pe enrollet evel restr PDF.
Stadegoù
Ar program a bourchas stadegoù munut war holl berzhioù ar pratikoù, ar fakturennoù hag an teulioù e stumm grafikoù, tresadoù ha taolennoù. War un dro e vez enrollet an arventennoù stadegoù dibabet ganeoc'h hag adwelet e vint pa zigorot ar program en-dro.
Mod lies-implijer ar program
Ar program-mañ a skor anaoudadur an implijerien. Pep implijer en deus e anv kevreañ hag e c'her-tremen dezhañ. An holl gemmoù graet war ar roadennoù a vez enrollet emgefreek gant ar program. Gallout a ra ar program diskouez peseurt implijer en deus ouzhpennet pe kemmet ar roadennoù. Enrollet e vez deiziad hag eur ar c'hemmoù, hag an titouroù klok diwar-benn ar pezh a zo bet kemmet.
Ar program a c'hall labourat gant an diaz roadennoù lec'hel, pe gant un diaz roadennoù kreiz MySql. En eil degouezh e c'hall meur a implijer labourat gant ar program war un dro. Pa vez kemmet un objed gant un implijer, ne c'hall an implijerien all nemet e lenn.
Gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù
Diazezet eo ar program war ar parzh Temia Business Template (Java), a zo bet diorroet ganeomp hag a warant ma'z a ar program en-dro en un doare fizius, hag a ro an tu da azasaat ar program buan hervez ezhommoù an implijerien hep koust bras. Mar mont a rit e darempred ganeomp e vimp laouen da reiñ deoc'h ur briziadenn evit gwellaat ar program hervez hoc'h ezhommoù.




